http://www.kerlouan.fr/index.php?vrs=accueil  index.php?rub=meneham_2&cd2=pub_aff_envoyer.7 index.php?rub=meneham_2&imp=  
 

Meneham

meneham maisons dans les rochers en bordure de mer

Françoise LYVINEC                                          

 Tél : 06 43 38 16 03 


Gîte
d'étape de Meneham                                  
Meneham  

29890 KERLOUAN                                                        

www.gite-meneham.fr                                             

francoise@gite-meneham.fr

              OUVERT TOUTE L'ANNÉE

 

Gîte de meneham

 


 


Meneham : istor

Durc’haet ouzh ar c’hreisteiz eo Meneham. Gronnet eo gant un aridennad tevennoù, ha gwaskedet gant ur pezh mell roc’h (bet tennet eus an aod ha lakaet e-kreiz ar parkeier gant un euzhvil, hervez ar vojenn). Moarvat e oa bet annezidi eno meur a gantved a-raok Jezuz-Krist. Dizoloet ez eus bet eno aspadennoù eus un daspugnad traezoù kuzhet gant teuzerien eus oadvezh an arem...

Ur savadur a zo el lec’h uhelañ, dirak ar mor : « an ti e doenn vaen ».

Bez’ e oa ul lodenn eus ur sistem da zifenn an aod bet savet gant Vauban er 17vet kantved, war gourc’hemenn Loeiz XIV. Er sistem-se e oa ur chadennad tiez-gward (anvet « Tiez Maltouterien » hiziv an deiz), a-wel an eil re d’ar re all, evit gwareziñ an arvor diouzh tagadennoù an enebourien (ar Saozon, dreist-holl).

Ret e oa da bep parrez derc’hel un toullad eus ar tiez-gward-se e-ratre, ha pourchas ur milis tutaet e-touez annezidi ar gumun. Er mare-se e oa bet savet an « Ti e doenn vaen ».

N’ouzer ket ha savet e oa bet ar « Gazarn » er 17vet kantved ivez. War un tres eus gladroll 1871 ne reer meneg nemet eus ar savadur « e doenn vaen ». Marteze ne oa ket bet merket ar « Gazarn », kouezhet en he foull, pa oa bet savet ar gladroll.

E 1817 e oa bet digresket ar budjedoù evit ar soudarded, setu ma oa bet lezet ar savadurioù gant ar Valtouterien. Betek 1835 e oant bet ac’hubet gant ar re-se. Marteze e oa bet savet ar « Gazarn » er mare-se : merket ez eus un darn eus ar savadurioù-se war ur gartenn-vor all eus 1838.

E 1835 e oa bet gwerzhet al lec’h-se d’un den prevez. Feurmet e oa bet ar savadurioù da beizanted-pesketaerien-bezhinaerien. Izel-izel e oa feurm an tiez-se, met ret e oa d’an dud-se ober eurvezhioù labour evit ar perc’henn. Un nebeud loened o doa, hag un dachennig-douar a c’hallent gounit ; un nebeud anezho o doa ul loen-kezeg hag ur c’harr, ar re all a zastume ar bezhin hag a save anezho war an tevenn gant ur garrigell. Paour-raz e oant, ha bevañ a raent warno o-unan pe dost : gant ur puñs ha div forn-vara e veze pourchaset ar pep retañ dezho. Diwezhatoc’h e oa bet savet an daou di gant « apoteizoù ».

Betek 1950 e oa tost 50 a dud o chom er gêriadenn. E 1990 e oa aet feurmerez diwezhañ ar « Gazarn » d’an Anaon. E 1977, en davarn brudet « an Ti-soul », e veze c’hoazh tud o c’hoari bouloù, festoù-noz ha tantadoù. Daou di-soul all a vez kempennet aketus c’hoazh gant ur perc’henn, an aotrou Boedog, hag ur feurmer, an aotrou Saloù.

Gronnet eo ar gêriadenn gant tammoù tachennoù bordet gant kleuzioù ma tremen hentoù douar difreuz pe dost.

Rummet e oa bet al lec’h e 1975, ha prenet evit un darn gant Kumun Kerlouan ha Kuzul-departamant Penn-ar-Bed.

Meur a raktres a zo bet kinniget evit reneveziñ al lec’h a-benn nebeut, d’ar vuhez da zont en-dro er gêriadenn peuzdilezet-se. Empentiñ a reer an tiez-soul renevezet, ar moged o vont kuit dre ar siminalioù, trouz ar binvioù hag ar vugale o c’hoari war an tevenn.

 

Meneham . . . :

 

Amañ e oamp bet ganet, amañ hon eus karet, amañ hon eus bevet,

 

Mat a-wechoù, fall alies marteze,

 

Met bevet hon eus memes tra :

 

Tremenidi, ho pezet doujañs ouzh hon istor...

 

Dellezek eo !

An ti-gward
An « Ti e doenn vein »-se a oa ul lodenn eus ur sistem da zifenn an aod bet savet gant Vauban er 17vet kantved, war gourc’hemenn Loeiz XIV.
Er sistem-se e oa ur chadennad tiez-gward (anvet « Tiez Maltouterien » hiziv an deiz), liammet an eil re ouzh ar re all, evit gwareziñ an arvor diouzh tagadennoù an enebourien, ha diouzh argadennoù ar Saozon dreist-holl.
Ret e oa da bep parrez derc’hel un toullad eus ar tiez-gward-se e-ratre, ha pourchas ur milis tutaet e-touez annezidi ar gumun
.
Deuet eo ar savadur-se da vezañ ur mirdi gouestlet da warez an aod abaoe miz Gouere 2009.
Digor e vez d’ar memes eurioù ha Lec’h Titouriñ an Douristed

Kêriadenn Meneham

1 gêriadenn, dremmvroioù, 1 istor .....

An « draig » ouzhpenn :
Gweladennoù heñchet eus ar gêriadenn a vez aozet gant Ti an Douristed
- da Yaou e miz Gouere hag e miz Eost da 17e Emgav e parklec’h Meneham
- a-hed ar bloaz, diwar goulenn evit ar strolladoù ouzhpenn 15 a dud
Titouroù er 02.98.83.92.87?

Ar gazarn

Tost 40 m hir eo talbenn ar savadur-se, hag ennañ ez eus 6 lojeiz ma oa ar valtouterien o chom (eleze an anv a gazarn). Maltouterien a oa o chom el lec’h-se end-eeun betek 1835 pa voe gwerzhet d’un den prevez. Feurmet e voe ar savadurioù da beizanted-pesketaerien-bezhinerien.
Abaoe miz Gouere 2007 ez eus ur gêriadenn artizaned er savadur-se.

 Ti Boedog

Savadur nevesañ Meneham eo an ti-se. Anvet eo evel-se diwar anv ar feurmer diwezhañ anezhañ. Savet e oa bet e fin an 19vet kantved. Evel ar peurrest eus ar gêriadenn ez eo da gumun Kerlouan.

 Ti Saloù

Anvet eo evel-se diwar anv ar feurmer diwezhañ anezhañ. Savet e oa bet e 1833. Ur puñs a zo outañ, an hini nemetañ er gêriadenn, e stumm un hanter-gloc’h, evel ma vez kavet stank er Vro Bagan. A bep tu d’an ti ez eus div skiber hag ul lochenn, anezhi ur gwasked dister, fardet alies diwar gouc’h ur vag kozh, eilpennet ha lakaet war blodoù. Teurel a raed ar rouedoù kozh warnañ. Mat-tre e oa ar gwasked-se evit lakaat an dafar pesketa hag ar c’hevell da sec’hañ.
E miz Even 2009 e oa deuet da vezañ ur mirdi gouestlet da annezidi Meneham.
Digor d’ar memes eurioù ha Lec’h Titouriñ an Douristed

An ti-soul

An ti-annez-se, war dreuzoù Meneham, a oa ennañ daou lojeiz, gant kreier oc’h astenn anezho. En Ti-soul edo tavarn ar gêriadenn, ur lec’h a-zoare evit en em gavout ha kaozeal gant pesketaerien all, hag a oa aet en-dro eus 1936 da 1973. Eno e veze c’hoariet bouloù, ar C’hilhoù Kozh pe ar c’haloc’h (ur c’hoari paledoù), hag e veze dañset ar Rount Pagan, un dañs brudet eus ar Vro Bagan.
Deuet eo ar savadur-se da vezañ un ostaleri abaoe miz Gouere 2005. Eno e c’haller tañva meuzioù giz kozh ha lipouzerezh « graet er gêr »

An tiez gant apoteizoù

En un doare dibar e oa bet savet an tiez-se. Ul lodenn eus o zalbennoù a zo balirek, el lec’h ma veze lakaet an daol-voued. Gant se e oa muioc’h a blas en diabarzh hag e veze brasoc’h an tiez. Un tammig muioc’h en o aez e oa ar familhoù a veve enno rak labourat a raent an douaroù a oa e goueled ar gêriadenn.
Nebeutoc’h a draezh a oa er re-se, drusoc’h e oant, setu e taolent muioc’h.
Bez’ ez eus ur forn-vara ivez en tu-mañ d’ar gêriadenn.
Graet e oa bet bodoù-arsav gant an tiez-se e miz Gouere 2007.

 
Administration     |     Copyright © Anaximandre 2017    |     Powered by Ker-e-liamm     |