http://www.kerlouan.fr/index.php?vrs=accueil  index.php?rub=istor_mojennou&cd2=pub_aff_envoyer.7 index.php?rub=istor_mojennou&imp=  
 

Istor/mojennoù

Kerlouan : istor. . .

Er Vvet kantved e teuas ar manac’h iwerzhonat Sant Sezni da annezañ eno ha da sevel ur penitiig, « peneti Sant Sezni », el lec’h anvet "Porzh Uhel". War bord richer Kilhivadeg e voe fontet Kerlouan enta. En IXvet kantved e voe savet ur manati all gant Sant Paol. Ul lodenn eus Eskopti Leon e oa parrez Kerlouan, hag anavezet e oa dindan an anv a Sant Brevalar. An Erred a oa un drev anezhi. Stummet e oa bet pa oa bet dispennet parrez kentidik Plouneour-Traezh.

En deroù ne oa Kerlouan nemet ur rann eus parrez Plouneour-Traezh. Dont a ra anv al lec’h eus ar ger « kêr » hag eus « Sant Louan », ur penitiour eus Iwerzhon anezhañ, anavezet e Kembre dindan an anv a Sant Llywan. Eus 1505 eo ar c’hentañ meneg skrivet eus an anv-se.

 

Lec’hioù ha monumantoù

Brudet eo Kerlouan abalamour da vMeneham, ul lec’h naturel war bord ar mor. 13 km a hed eo aod ar gumun, ha strewet eo a reier greunit hag a zo bet savet mojennoù diwar o fenn alies.

Ilizoù ha chapelioù a gaver e kumun Kerlouan :

  • Iliz-parrez Sant Brevalar
  • Chapel Santez Anna,
  • Chapel ar C’hroazoù
  • Chapel Sant Tegareg
  • Chapel Sant Gwenval
  • Chapel Kersalvater.

A-hed an hentoù e kaver kroazioù ha kalvarioù (renablet ez eus bet 58 kroaz, ha n’eo ket nebeutoc’h !).
Un nebeud feunteunioù a zo danvez ur sell enno ivez :

  • feunteun Kersalvater
  • ar Feunteun zu,
  • div feunteun Sant Tegareg.

    (feunteunioù dindandouar eo an teir diwezhañ.)

Chom a ra tri maner c’hoazh war dachenn ar gumun :

  • Keriwaz, rummet e roll ar monumantoù istorel
  • Kerenez
  • Penn ar Meaz

Stok ouzh Plouneour-Traezh ez eus ur greizenn dreuzkas eus an arme hag a dalvez, e-touez traoù all, da gas titouroù d’al listri-spluj gall.

 
Administration     |     Copyright © Anaximandre 2017    |     Powered by Ker-e-liamm     |