http://www.kerlouan.fr/index.php?vrs=accueil  index.php?rub=iliz_sant_brevalar_e_kerlouan&cd2=pub_aff_envoyer.7 index.php?rub=iliz_sant_brevalar_e_kerlouan&imp=  
 

Iliz Sant Brevalar e Kerlouan

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Eglise de Saint Brévalire à Kerlouan

 

 

 

 

 

 

 

 

 Iliz Sant Brevalar e Kerlouan

 

Dibar eo an iliz-se, gant he c’horzenn uheloc’h eget hini chapel Santez Anna.

 

Istor

An iliz nevezc’hotek-se a oa bet savet etre 1863 ha 1865 evit kemer plas iliz kozh ar barrez (chapel Santez Anna bremañ) a gaved re vihan d’ar mare-se.

Pa oa bet savet e oa bet goulennet digant an annezidi diboullañ mein betek ar chanter. Sakret e oa bet d’an 30 a viz Eost 1865 gant an aotrou Sergent, eskob Kemper ha Leon

He sant patrom, a lider e ouel d’ar 16 a viz Mae, eo sant Brevalar, ur manac’h hag ur merdeer iwerzhonat anezhañ.

 

Traoù da welet

Ar c’hloc’hdi, dezhañ 47 m a uhelder, a zo en e veg ur gorzenn eizhkornek gant klochedoù.

 

E stumm ur groaz latin eo an iliz, ur stumm hag a gaver gant kalz savadurioù relijiel all.

Durc’haet eus ar c’hornôg d’ar reter eo an ilizoù kristen. Evel-se emañ ar chantele hag an aoter e tu ar Reter, da lavaret eo tu an Douar Santel, ha hini ar Sav-heol ivez.

 

Ar 15 gwerenn-livet, en o zouez 3 gant ur prenestr tridoubl, a zo dedennus a-walc’h.

Dasorc’hidigezh ar C’hrist a zo aroueziet gant ar werenn-livet er penn-chantele.

A-zehou :  ar werenn-livet a daolenn Sant Brevalar a-gleiz, en eil renk, ha Sant Tegareg a-zehou, o lakaat e zorn war benn un annezad eus ar vro. Erfin, er renk kentañ, emañ Sant Maloù war bennoù e zaoulin o pediñ.

A-gleiz : ur werenn-livet vodernoc’h, eus kreiz an 20vet kantved. Warni emañ Santez Anna ha Sant Herve er c’hreiz, ha war ar c’hostezioù, sent all eus Breizh, evel sant Sezni, sant Eneour ha sant Gwenval. En traoñ, a-gleiz, ez eo bet treset ardamez eskob ar mare-se, hag a-zehou emañ hini ar Pab Pi 12.

 

Bihanoc’h eo ar gwerennoù-livet all a sklêrijenn kostezioù an iliz. Evit pep hini eus ar sent taolennet e kontont ul lodenn eus o buhez.

 

Diginkl eo an arrebeuri, nemet ur C’hrist stag ouzh ar groaz, brav-kenañ, e koad liesliv, er penn-chantele.

 

Adsavet e oa bet diazez an aoter e 1990 diwar an aoter gozh. Kinklet eo an aoter gant delwennoùigoù hag a daolenn an 12 abostol (pep hini gant e arouez dezhañ) en-dro d’ar C’hrist.

 

Kinklet eo an ambon (lec’h ar Gomz), a-gleiz d’an aoter, gant arouezioù ar 4 avielour (alaouret war ur foñs orañjez) : ejen Sant Vazhe, leon Sant Mark, ael Sant Lukaz hag erer Sant Yann. Ar « flourdiliz » alaouret a daolenn pevar c’horn ar bed ma vez kemennet Komz Doue. Savet e oa bet e 1990-1991.

 

Ur stern-aoter kinklet-kaer a daolenn ar Werc’hez he Rozera, sant Dominik ha santez Katell.

 

Badeziant spontus e Kerlouan : d'al Lun 27 Even 1960

War-dro seizh eur noz, d’al Lun 27 a viz Even, e pignas ar sakrist e kambr ar c’hleier evit seniñ ur vadeziant. Gantañ e oa unan eus e vibien, 2 waz ha 2 vasikod. A-greiz-holl en em zistagas unan eus ar c’hleier 1200 kg. Terriñ a reas aspled ar c’hloc’hdi, toullañ toenn an iliz ha tarzhañ en nev 25 metr izeloc’h. Kaset e voe ar sakrist gantañ, hag eñ ha mervel nebeut amzer war-lerc’h. Dre chañs e oa familh ar bugel badezet o paouez kuitaat an iliz un nebeud munutennoù a-raok.

 
Administration     |     Copyright © Anaximandre 2017    |     Powered by Ker-e-liamm     |