http://www.kerlouan.fr/index.php?vrs=accueil  index.php?rub=ar_reier&cd2=pub_aff_envoyer.7 index.php?rub=ar_reier&imp=  
 

Ar reier

Roc'h ar Geiel

An anv-se eo hini ur strollad reier dibar, stummet gant ur roc’h a-blaen harpet gant div roc’h a-blom. Kontañ a reer e oa bet stummet ar savadur naturel-se evel-se abalamour da vadelezh teir sorserez. Mirout a rae ar reier-se da dremen etre Lestonket ha Miniog. Setu m’o doa gorroet ur roc’h war-bouez o c’hegel, a-hervez, ha lakaet anezhi war an daou vaen a-blom.

Kevrin

Dirak Enez ar Saout, pa ziskenn ar mor pell a-walc’h, e tizolo ar reier, hag e lezont un nebeud traoù iskis da zont war wel a-wechoù. War honnezh ez eus engravet ur skoed-ardamez, hini an tiegezh Kerouarz (eus Lanniliz), war a seblant...

Da betra eo ar merk-se ? Daoust hag ur « bonn » eo, da verkañ er mor harzoù an dachenn roet d’an tiegezh-se ?... Ha perak e oa bet lakaet war ur roc’h ken bihan ?...

L'arc de Triomphe à Kerlouan

 

Mengaoulou

Aotrou Kerskilien en doa ur maner tost da Vengaoulou, ur c’hleger greunit a zo lesanvet “Les oreilles de lapin” e galleg pe “ar c’haol” abalamour d’an daou vaen bras sonn en o sav. Prometet en doa lakaat sevel ur chapel en enor d’ar Werc’hez Vari ; siwazh, ne zalc’has ket d’e c’her, ha daonet e voe : kondaonet e voe da lammat eus an eil maen d’egile da viken, ha pa vez loargann, e konter e c’hall bezañ gwelet e stumm ur spontailh.

 

Les oreilles de lapin

Roc'h ar Conq

War an aod, a-raok Sant Tegareg, ez eus ur pikol roc’h hag a seblant bezañ en he gourvez war an tevenn. Sañset ez eo-hi un euzhvil troet e maen... Hervez kont ez eo an euzhvil-se ur madoberour, rak lavaret a reer e oa bet kavet bod dindan e skouarn gant un tri-ugent bennak a beñseidi, pa oa bet ur peñse, pell-bras zo. Se zo kaoz e reer anezhañ Roc’h ar Gonk, pe ar roc’h gwasked. Lavaret a reer ivez ne vez ket ganet ar vugale er c’haol nag er roz e Kerlouan : kavet e vezont en aod, dreist-holl dindan skouarn an euzhvil-se …

Roc'h ar conq Roc'h ar conq en Kerlouan

 

War aod Rudolog

 

rochers de Rudoloc

 
Administration     |     Copyright © Anaximandre 2017    |     Powered by Ker-e-liamm     |