http://www.kerlouan.fr/index.php?vrs=accueil  index.php?rub=ar_glad&cd2=pub_aff_envoyer.7 index.php?rub=ar_glad&imp=  
 

Ar glad

 

Blason de Kerlouan MENEHAM

Skoed-ardamez Kerlouan

Skoed-ardamez Kerlouan

Krouet e oa bet skoed-ardamez meur Kerlouan d’an 21 a viz Genver 1976 gant ur bodad eus ar gumun kadoriet gant an aotrou Ugen, ar Maer. Goude-se e oa bet fardet en ur pezh koad akajou fetis hag a c’holo 1,330 m x 0,982 m, gant ar gizellerien ha lieslivourien Yann ha More NICOLAS eus Brest.

Savet e oa bet o’n em harpañ war buhez ar gumun a-hed an Istor, hag evel ul lodenn eus Bro-Leon ha Breizh ivez. Kavout a reer ivez daou dra hag a zo pouezus-bras er vro : un ourmelenn hag un endivezenn. Ar skoed, pezh pennañ an ardamez, a zo palefarzhet, da lavaret eo rannet e peder lodenn. Warnañ e weler Leon Kudennek Bro-Leon, en sabel pe zu, un ourmelenn en arc’hant war ur foñs geoted pe wer, div gebrenn c’hlas pe c’hlazur ar familh Kerlouan war ur foñs arc’hant pe wenn, hag erfin un endivezenn en arc’hant, war ur foñs  gwer ivez. Sterniet eo gant daou dorkad bezhin, tali anezho, hag a zere a-walc’h ouzh ur gumun eus an arvor.

A-dreist emañ ar briger, an timbr graet gant ur volz aour, warnañ ul lestr gant ur groaz pavek ruz, anezhañ lestr Sant Brandan, Patrom ar Barrez, oc’h erruout en Arvorig. Hag e traoñ ar skoed emañ al lietenn ruz gant ar ger-stur kalonek ha leun a vertuzioù keltiek :

"Kerlouan, Kerzh A-raok Bepred"

Leon Kudennek : war-lerc’h un diemglev etre Herri II Plantajened ha Gwioñvarc’h VI, e voe kemmet ardamez an eil gant an hini kentañ, ha lamet e voe teod ha skilfoù al leon.

 
Administration     |     Copyright © Anaximandre 2017    |     Powered by Ker-e-liamm     |