http://www.kerlouan.fr/index.php?vrs=accueil  index.php?rub=ar_chapeliou&cd2=pub_aff_envoyer.7 index.php?rub=ar_chapeliou&imp=  
 

Ar chapelioù

Chapelle St EGAREC à KErlouan pays dagan
Chapel Sant Tegareg

Chapelle St EGAREC à KErlouan pays dagan
Sant Tegareg
Chapelle St EGAREC à KErlouan pays dagan
Sant Tegareg
Chapelle St EGAREC à KErlouan pays dagan
Sant Tegareg

Chapel Kersalvater
St SAUVEUR chapelle de Kerlouan
Chapel Kersalvater
croazou Chapelle de KERLOUAN
Chapel ar C'hroazoù

Chapel Sant Tegareg

ISTOR

Eus ar 15vet kantved eo.

Savet e oa bet ar batis-se gant aotrounez Koedmenec’h. E 1777 e voe perc’hennet gant an Aotrou Barber Leskoad, eskob Leon. E-pad an Dispac’h e voe gwerzhet evel mad broadel.
Siwazh, e-pad ur barr arnev, e voe distrujet ar c’hloc’hdi gant ar foeltr d’an 13 a viz Genver 1917. Abaoe 1926 ne chom nemet ur groaz war lein ar chapel.

TRAOÙ DA WELET

War a seblant e oa bet hiroc’h ar savadur er penn kentañ eget bremañ, ma seller ouzh ar mein-sol e-kichen an nor-greiz.
War ar memes talbenn e weler ur skoed-ardamez eus an tiegezh Rosmadeg eus Kleder, anezhi ar familh he doa lakaet sevel ar chapel-se sañset.
En diabarzh, war an aoter c’hreunit, ez eus ur skoed-ardamez engravet hag a gaver ivez war ar maen-bez e kazel gleiz ar chapel. Bez an Aotrou Kersantjili eus Maner Keriwaz eo hennezh, hervez kont. N’eus ket nemeur a arrebeuri, estreget an armel-sakr en ur c’hustod er voger, a-zehou d’ar chantele. Ar Pardon (a veze d’an Dreinded, gwechall, e fin miz Mae) a vez e deroù miz Gouere bremañ.

AR FEUNTEUN

Ar feunteun c’hreunit a zo dreisti ur delwenn eus Sant Herve hag e vleiz, e maen Kersanton. Eus presbital Kerlouan e teu honnezh.
Ur skalier vaen a gas d’an dour. A-gleiz d’ar skalier ez eus un toull er vur. Hennezh a c’hallfe bezañ digor un hent dindandouar a gas da Vaner Keriwaz.
E-touez feunteunioù burzhudus Breizh emañ feunteun Sant Tegareg, ha kontet eo da bareañ kleñvedoù an divskouarn hag an daoulagad.

KONTAÑ A REER...

Ur peizant eus ar c’harter a oa bet faotet dezhañ distrujañ ar feunteun evit brasaat e bark. Kerkent ha krog gant al labourioù e voe dallet ha bouzaret.
Ret e oa bet dezhañ adlakaat ar feunteun e-ratre evit adkavout ar gweled hag ar c’hleved.

HA C’HOAZH...

Pediñ a raed Sant Tegareg evit pareañ an droug skouarn. Ret e oa d’an den, pe lakaat e skouarn ouzh ar maen-bez, pe soubañ ur pezh arc’hant en ul lestrad eoul benniget pe er feunteun dindandouar. Goude-se e tlee ar pezh-se bezañ lakaet war ar skouarn glañv. Evit ma vije efedusoc’h ez alied an dud da lezel ar pezh war aoter ar chapel… !


Chapel Sant Gwenval

ISTOR

Dediet eo ar chapel-se da Sant Gwenval, sant patrom ar gigerien. Savet e oa bet war-dro 1521. D’ar mare-se edo-hi e-barzh un domani bras hag a vode ar c’hêriadennoù tro-war-dro. Darempredet-stank e veze da neuze, hag ur Pardon a veze eno da Veurlarjez evit enoriñ Sant Gwenval : gant annezidi ar c’hêriadennoù tro-war-dro e veze profet un tamm kig-sall hag a veze gwerzhet diouzh ar c’hresk da c’houde, rak d’ar mare-se ne veze ket alies debret kig estreget kig-sall gant ar beizanted.
Met dilezet e voe ar chapel muioc’h-mui a-hed an amzer. An henvoazioù hag al lidoù a yeas da goll tamm-ha-tamm, ha re uhel e oa deuet koust ar c’hempenn da vezañ.

En eil hanterenn eus an 19vet kantved e voe distrujet framm an doenn gant an tan-gwall abalamour d’ur gouloù-koar a veze enaouet bemnoz gant ur plac’h yaouank. Setu kollet e doenn gant ar savadur, strewet e vein ha roet e aoter da barrez Lilia. E fin ar bloavezhioù 1980, ne chome eus ar chapel perc’hennet gant ur familh eus Kerlouan nemet ur bern mein aloubet gant an drez.

Adalek 1986 e stagas ar Gevredigezh « Endro ha Glad » da reneveziñ diavaez ar savadur a oa brasoc’h gwechall eget hiziv hervez ar gladroll eus an 19vet kantved. Digoret e voe ar chapel renevezet e miz Gouere 1990.

N’eus netra da welet en diabarzh rak n’eus pezh arrebeuri ebet enni.

 

KONTAÑ A REER...

N’eus ket keit-se e oa bet kavet er chapel un delienn troell ma oa bet lezet gant ur preñv, en ur vont war-raok, roudoù splann hag a seblante taolenniñ Janed Ark war ur marc’h ! Burzhudus e voe kavet an dra-se, ha deuet e oa tud eus a-bell da sellet ouzh an delienn-se.


Chapel Kersalvater

ISTOR

Ur savadurig skouergornek eo chapel Kersalvater. Er penn kentañ e oa ur chapel goshoc’h e-kichen an 2 feunteun. A-raok 1477, sañset, e oa bet savet ar batis kentañ-se, koshoc’h eget ar c’halvar : hervez kont e oa bet gwerzhet e-pad an Dispac’h ha distrujet er memes mare, moarvat.

Savet e oa bet ar chapel a vremañ gant un den yaouank eus Kerlouan e 1863. Prometet en doa an aotrou OLLIVIER lakaat adsevel ar chapel gozh ma chañse dezhañ bezañ kuit da ober e goñje (7 vloaz e pade hennezh er mare-se). Bet en doe e vennad, setu ma tivizas sevel ar chapel a vremañ war un dachenn eus ar gumun, e-kichen. Dre ma nac’he an aotrou OLLIVIER reiñ arc’hant evit labourioù iliz Sant Brevalar, a oad o sevel d’ar c’houlz-se, ne voe ket anavezet e chapel  gant an Iliz. Morse ne voe benniget gant ur beleg, morse ne voe lavaret an oferenn enni, ha buan a-walc’h e voe dilezet ar chapel.

Renevezet e voe ar savadur-se e 1976 gant annezidi ar gêriadenn, broudet gant an aotrou Vergos, person ar barrez er mare-se.

TRAOÙ DA WELET

 Heñvel eo ar chapel ouzh chapel Sant Gwenval : ur c’hloc’hdiig he deus, hag e greunit eo ar murioù anezhi.

War an talbenn :

  • Ur piñsin mañsonet er voger, hag a zeu eus ar chapel gentañ.
  • War ur maen eus an talbenn : ur skoed-ardamez hag a zo engravet warnañ ur penn karv : skoed-ardamez an tiegezh Poulpri, bet aotrou Lavengad e Gwiseni.
  • Un engravadur a c’haller gwelet war gourin an nor, met ne gomprener ket c’hoazh petra a dalvez.

En dibarzh :

  • un aoter c’hreunit
  • delwennoùigoù : un Dreinded e maen, un Ecce Homo e koad hag un delwennig eus ar Werc’hez Vari e koad.
  • war al leur : berrarouez ar C’hrist : IHS (IESUS HOMINUM SALVATOR) = Jezuz Salver an Dud

D’ar Sul diwezhañ a viz Eost e veze pardon Kersalvater

Ar c’halvar

Savet e oa bet e 1547. Eus ar sichenn eizhkornek e sav ur fust ront, dreistañ ur groaz daoudu, ral-kenañ er c’horn-bro-se, o tougen 6 den e maen Kersanton :

En tu a-raok 

Sant Brevalar, An Tad, Ar Werc’hez, patrom ar barrez a ya ur c’houlm er-maez eus e c’henoù 

En tu a-dreñv :

Sant Pêr, ar C’hrist, al Laer Mat

An 2 feunteun

Dont a ra an dour anezho eus div vammenn disheñvel

  • Ar feunteun sakr, bet renevezet e 1992 gant ar Gevredigezh « Endro ha Glad ». A-hervez he deus vertuzioù : pareañ a rae bronkez ar vugale a oa bet soubet o dilhad korf (krez, boned) en he dour : ma chome an dilhad war c’horre an dour e oa ar bugel o vont da bareañ, a-hend-all ... !
  • Ar feunteun dindan ar c’hev er roc’h eo an hini goshañ

 

Chapel ar C'hroazoù

ISTOR

Chapel ar C’hoazoù eo an hini vihanañ e Penn-ar-Bed.
Eus 1832 eo-hi. Savet e oa bet gant François PONT, un annezad eus ar c’harter, goude m’en doe adkavet ar gweled dre vurzhud. François PONT, erru dall goude bezañ bet klañv gant ar vrec’h, a zeue ingal da bediñ el lec’h-se ma oa bet ur chapel gwechall.

Er penn kentañ e veze enoret ar Werc’hez Vari eno. Abaoe 1877 ez enorer ivez Santez Anna, dreist-holl da-geñver ar pardon hag ar prosesionoù a vez da Hanter-Eost.

TRAOÙ DA WELET

A-dreñv ar savadur ez eus :

  • ur maen-sav galian e-barzh ar c’horn dehou
  • 3 c’hroaz pavek eus ar Grennamzer. El lec’h ma oant er penn kentañ emaint. War ul lec’h (peulvan benet) en he gourvez emaint.
  • E-kichen, 4 c’hroaz all (o tont eus meur a gêriadenn er gumun). Lakaet e oant bet eno gant kure ar barrez e 1970.

En diabarzh :

  • un delwenn eus Santez Anna e greunit Kersanton, eus 1565.
  • Dindan an aoter e weler aspadennoù eus ur Pieta

 

 
Administration     |     Copyright © Anaximandre 2017    |     Powered by Ker-e-liamm     |